Gant ur gronikenn nevez em eus kroget en Arvorig FM. Bep sizhun e klaskan komz en un doare laouen eus an ekologiezh. Setu ur gronikenn evit lakaat ac’hanomp da brederiañ war pouez hor buhez dre ur sell diwar-benn an objedoù nevez a leun hon tiez hag hon buhez. Ha diwar-benn Hent Sant Jakez.

N’eo ket fall an traoù ganin daoust ma em eus eurier speredek ebet. Gouzout a rit petra eo un eurier pe un orolaj speredek ? Un orolaj pe un eurier hag a ra kalz traoù evel ur poellgomzer. Ur vignonez din a c’houlenn bep mintin d’hec’h eurier ma’z eo bet kousket mat ganti. Ezhomm he deus eus un eurier evit gouzout hag-eñ e he deus kousket mat ! Me a oar penaos ‘meus kousket ! Meus ket ezhomm eus un eurier speredek evit lakaat ac’hanon da c’houzout ! Hag implijout a ra ar vignonez-se hec’h eurier ivez evit heuliañ an niver a bazenn a ra bemdez. Muioc’h mui a dud a ra seurt-se, gant oc’h eurier speredek pe gant o poellgomzer. Oh, ar bed zo dirollet ! An dud zo dirollet !
Perak klask gouzout pet pazenn hon eus kerzhet e-pad an devezh ?
Lennet em eus eo mat ober 10 000 pazenn bemdez evit bezañ yac’h. Met ma zad en deus bevet yac’h betek seitek ha pevar-ugent hep kontañ e bazennoù ! Gouzout a reont eo mat evit ar yec’hed kerzhout un nebeud kilometr bemdez met n’eo ket ret kontañ pep tra en hor buhez avat ! Setu penaos eo ar bed hiziv an deiz. Kontañ, kontañ, kontañ. Atav. Evit pep tra. Evit a re o deus kudennoù gant ar matematikoù eo torr-penn ar bed-mañ ! Hag ouzhpenn-se, tout an aferioù-se, an eurier speredek, ar poellgomzer, ar yenerez speredek ivez, pe kameraoù speredek ha troc’her geot speredek ivez, an ti-speredek zoken, an holl objedoù kevreet-se. Sur eo ha n’eo ket marteze !
Hag un dra all : gant an holl mekanikoù speredek-se a ober hag a soñj evidomp e teuimp da vezañ sot penn-da-benn !
Bevañ gant nebeutoc’h
Ha neuze, petra a ginnigan ? Chom a-sav. Paouez gant tout ar mekanikoù speredek-se. Sur on e vefe laouenoc’h an dud. Sur on peogwir em eus klasket. Gwelloc’h c’hoazh : klasket em eus bevañ gant kasi-netra. Hag un darvoud burzhudus e oa bet. Kerzhet em eus war hent Sant Jakez, seizh kant kilometr pemzek ha tri-ugent (775 km) e-pad war-dro pemp sizhunvezh. Eus Saint-Jean-Pied de Port betek Santiago, Sant Jakez Kompostel, e Galis, e Bro-Spagn. E-pad an avantur-se em eus
- kerzhet (etre triwec’h ha tregont kilometr bemdez)
- evet (kalz dour hag ur banne bier da noz)
- drebet (kalz ha mat evit kaout energiezh)
- ha graet anaoudegezh gant baleerien ha baleerezed all ha komzet ganto.
Ha setu tout ! Hag ar mod bevañ-se en deus lakaet ac’hanon da vezañ laouen. Trawalac’h eo. E gwirionez, n’hon eus ket ezhomm eus netra all. N’em boa ket kalz a dra em sac’h rak ne zlee ket pouezañ re. War-dro eizh kilo. « Nebeutoc’h a draoù, muioc’h a liammoù » a lavar ul lugan brudet.
Da va soñj e c’hellfemp deskiñ traoù eus an hent-se evit pareañ hor bed klañv. Ya. Krediñ a ran eo klañv ar bed. Ur c’hleñved al liammoù eo. Liammoù etrezomp, an dud. Ha liammoù gant peurrest ar bed bev. Ha ma ne bareomp ket al liammoù-se, emaomp o vont da get. Se zo bet gwelet splann e-pad an hañv gant ar gorenn hag an tanioù-gwall. War hent Sant Jakez em eus bet ar santimant da gavout ur seurt alc’hwez evit paraeañ ar bed. Da adsevel al liammoù etrezomp hon eus ezhomm daou dra : kemer amzer evit komz asambles ha selaou an eil egile ha kavout un doare boutin a ro tu deomp da gompren an eil egile. War hent Sant Jakez eo kerzhout an doare boutin seurt-se.
Pareañ hon liammoù gant ar bed
Hag evit pareañ hol liammoù gant peurrest ar bed bev e vefe ret deomp paouez da broduiñ muioc’h-mui, paouez da grediñ hon eus ezhomm muioc’h-mui a draoù, traoù speredek da skouer. War hent Sant Jakez e vez arnodet eo posubl bevañ gant nebeut-tre a-draoù. Hag ar pezh a zo souezhusañ eo kavout e lak ar skañvaat-se ac’hanomp da vezañ laouen. Perak ne vefe ket ar memes tra er vuhez pemdeziek ?
Evit skañvaat an traoù, e c’hellfemp marteze ober evel ma em eus graet evit leuniañ ma sac’h-kein. Respont d’ur goulenn nemetken : petra am eus ezhomm e gwirionez ? Ha ret eo da bep hini da respont. Ha dreis-holl eo ret d’ar gevredigezh da respont. Ur wezh ouzhpenn hon eus amañ ur goulenn politikel, ur goulenn demokratel. Marteze e c’hellfemp krouiñ bodadegoù keodedourien lec’hel evit prederiañ asambles er goulen-mañ ha skrivañ «levrioù klemmoù», des cahiers de doléances. Ha neuze, goulenn digant hon dilennidi treiñ ar c’hlemmoù-se e lezenn.
An demokratelezh eo, avat !
Ce blog se veut un espace d’échange, dans un esprit bienveillant et sans violence. Merci et bienvenue !